annuler
Change la taille du texte.
Remplace par des accords plus faciles à jouer.
Affiche les acccords français (Do, Ré, Mi…).
Seul le bas du texte défile, vous laissant ainsi les accords de départ visibles.
Certaines partitions n’affichent les accords qu’au début. Cet outil tente de les recopier dans l’ensemble du texte.
Marque le tempo à la vitesse que vous souhaitez.
Ur marc'hig koat
En daoulamm war ar mor
Daou eostig
'vit kanan ho anv
Teier wagenn c'hlas
'vit ho kas va merc'hig
En enezenn
'lec'h ma vez pep tra brav
D. I. S. K. A. N.
Korriganed al lann
A zans war an tan
Al lapousig melenn
A gan a-bouez penn
Me 'lavaro deoc'h va flac'hig koantig
Anv ar strered 'welan war ho tremm
Un nadoz aer
o nijal 'barhz an ti
Div lietenn
'vit c'hoari mouchig-dall
Teir c'houmoulenn
'vit flouran ho malvenn
'vel un delienn
o kouezan er serr-noz
Ur valafenn
e-kichen ho kwele
Daou borc'huzig
'vit an amzer-nevez
Teir vleunienn roz
el liorzh o kreskin
'vel ur bugel
a zo vont da genel
Un delienn aour
o krenan d'ho mouezhig
Div ganouenn
'vit ar chal ha dichal
Teir wenodenn
da vale deiz ha noz
Ha noz ha deiz
mont davet an dremmwell