annuler
Change la taille du texte.
Remplace par des accords plus faciles à jouer.
Affiche les acccords français (Do, Ré, Mi…).
Seul le bas du texte défile, vous laissant ainsi les accords de départ visibles.
Certaines partitions n’affichent les accords qu’au début. Cet outil tente de les recopier dans l’ensemble du texte.
Marque le tempo à la vitesse que vous souhaitez.
Tad kozh Sizet din a lare
Beure mat ouzh ar gloued
Ha ni o c'hortoz an avel
Ha gwelout ar c'harr tremen
Sizet ne welit ket ar peul
E-lech 'm'omp staget hon daou
Biken c'hellimp 'n em zistagan
Biken ne c'hellimp kerzhout
D.I.S.K.A.N
Ma sachomp start ez ay d'an traon
Ha ne bado ket mui pell c'hoazh
Ha sur e kouezho kouezho kouezho
Rak gwall vreinet eo dija
C'hwi ma sachit start dre-aman
Me ma sachan start dre du-se
Ha sur e kouezho kouezho kouezho
Neuze c'hellimp 'em zieubin
Siwazh Sizet se 'ra pell'zo
Ha va daouarn 'zo krignet
Va nerzh-kalon o tec'hout kuit
Hag en 'zo krenvoc'h krenvan
Gwall vreinet eo breman ar peul
Met ken poanius eo tad-kozh
Ma santan va nerzh o tec'hout
Laromp 'ta en-dro o kan
Un deiz e tavas an den kozh
Trec'het gant un avel fall
Den ne oar breman pelec'h eman
Ha me chomet ma unan
Bugale all a dremen c'hoazh
Holl a gevret dirazon
O kanan e ganaouennou
Ur c'han en doa desket din
Texte et musique : Lluis Llach
Traduction en breton :
Mona Ar Beg