annuler
Change la taille du texte.
Remplace par des accords plus faciles à jouer.
Affiche les acccords français (Do, Ré, Mi…).
Seul le bas du texte défile, vous laissant ainsi les accords de départ visibles.
Certaines partitions n’affichent les accords qu’au début. Cet outil tente de les recopier dans l’ensemble du texte.
Marque le tempo à la vitesse que vous souhaitez.
E korn va c'halon 'zo ur gleizhenn
'Baoe va yaouankiz he dougan
Rak siwazh an hini a garen
Ne gare ket pezh a garan.
Eñ na gare nemet ar c'hêriou
Ar morioù don ar broioù pell
Ha ne garen 'met ar maezioù
Maezioù ken kaer va Breizh-Izel.
Ret'voe didab 'tre div garantez :
Karantrez-vro karantez den.
D'am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lezet da vont 'n hini 'garen.
Biskoazh abaoe n'amp;am eus en gwelet
Biskoazh klevet keloù outañ.
Ar gleizhenn em c'halon zo chomet
Pa ne gare ket pezh a garan
Pep den a dle heuilh e donkadur :
Honnezh eo lezenn ar bed-mañ.
Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur
Met 'gare ket pezh a garan.
Dezhañ pinvidigezh enorioù
Din-me paourentez ha dispriz.
Met 'drokfen ket evit teñzorioù
Va Bro va Yezh ha va Frankiz.





